Al Liamm

  • Robinson Crusoe

    Daniel Defoe

    • Al liamm
    • 26 Décembre 2005

    Robinson Crusoe a zo unan eus ar brudetañ romant avantur bet embannet biskoazh. Skrivet en doa Daniel Defoe e romant e 1718, bloaz goude klevet anv eus ur peñsead, ur martolod skosad, Alexander Selkirk e anv, hag a oa chomet e-unan e-pad pevar bloaz war un enezenn.


  • Kalz traoù a zo bet skrivet diwar-benn Roparz Hemon ha kalzik a vezo skrivet c'hoazh evel-just. Marteze a-walc'h en em gavo an dibab skridoù-mañ e gouloù meur a hini, meulerien pe droukprezegerien anezho.

    Soñjit ervat ! Barzhonegoù divrazet, ramantoù diechu... Estreget ur rener, ur "mestr", ur stourmer divrall ez eo bet Roparz Hemon eta, ur skrivagner kizidik hag un den diasur a-wechoù.

  • Autre présentation Ur bobl ha n'he defe ket a varvailhoù ken a ve tonket dezhi kaout ur marv yen. Gant Yann Guillamot, konter ha marvailher abaoe amzerioù e yaou-ankiz flamm, e vez kinniget amañ un torkad marellet anezho, o lakaat war-wel dodennoù disheñvel dibabet e rummatadur Aarne-Thompson-Uther. En tu all d'an testeni a hengoun, hag a oa bev-mat e Bro-Gernev da vare e vugeliezh, e vo kavet en o danvez roudoù ur gwir sevenadurezh, bet treuzkaset dre ar prezeg, gant ar remziadoù a-gent pellañ da re hor gourdadoù nesañ. Un hêrezh dizanvezel dibar, hollgaeraet ha toniet gant yezh marzhus ha boemus hor pobl. Salv ma ne zisplammo na ne c'hoeñvo biken bokidi gouez trebadus hor prezegerezh !

  • Bara brith

    ,

    • Al liamm
    • 16 Septembre 2015

    "Tostait, koantennig... a zalc'h hennañ da lâret a-vuzul ma strake e c'houriz.
    Stanket e oa ar paourkaezh Anna a-dreñv an daolig. N'helle ket monet gwall bell hag en em welet a rae tapet etre daouarn lous ar gevnidenn vil a dostae hag a dotae, difonn, difonn.
    Kiliñ a raas un tammig c'hoaz. Strebotiñ a raas doc'h an daolig ha koll a raas he c'hempouez arre..." Pa gej Anna, studiaderez e skol-Veur Roazhon gant Helen ar Gembreadez, e tro he buhez d'ul luziatez hag e ranko mont betek penn gant red diroll an darvoudoù...

  • Lucio e-kreiz k

    Annie Le Coz

    • Al liamm
    • 15 Novembre 2019

    Harpet ouzh riblenn ar prenestr emañ Trifin oc'h arvestiñ ouzh an tolead. Plijet eo gant ar gêr vras o lugerniñ, o sourral, o vevañ dirak he daoulagad.

    Trifin fri pik, Trifin fri hir he deus graet hent, hi merc'hig ar c'higer. Tregerniñ a ra bepred koun Lucia di Lammermoor en he spered. Daoust hag an opera italian-se eo en doa un deiz tapet krog e red he buhez ?

    Adossée au bord de la fenêtre, Trifin contemple les alentours. Elle aime cette grande ville qui brille, qui bourdonne, vit devant elle.

    Trifin fri pik, Trifin fri hir, la fille du boucher a bien grandi.

    Le souvenir de Lucia di Lammermoor résonne toujours en elle.Cet opéra italien aurait-il guidé son destin ?

  • Chuchumuchu

    Erwan Hupel

    • Al liamm
    • 7 Novembre 2019

    E 1916 e oa bet enrollet kaozioù un nebeud soudarded vreton gant an Alamaned.
    Meur a wech ez eus bet anv anezho abaoe pevar bloaz.
    Souezhus ! Sebezus !
    Brezhoneg bet enrollet en Alamagn ouzhpenn kant vloaz zo !
    N'eus ket bet klasket gouzout petra a oa bet lavaret ganto.

  • N'int ket evit asantiñ e vije mastaret o bro en askont d'an araokaat, d'an arc'hant bras a c'hell tud zo kaout diwar distruj ha gwallgas an endro. Lod all, uvel ha sioulik, a dap hentoù dic'hortoz gant an darvoudoù a c'hoarvez en o buhez pemdeziek. Ur beajer eo Kristian Braz hag ur blijadur eo mont d'e heul pe vefe betek Berlin da vare ar Perestroika, Dulenn e-pad ar reuz bras hag ar bombezennoù pe c'hoazh war un enezennig a Vro-C'hres...

    --- Les personnages auxquels Kristian Braz donne vie sont bien souvent des bretons aux racines bien ancrées dans leur pays. Des gens ordinaires ou originaux, décrits avec humour, ironie ou tendresse. Certains sont très proches de la nature, respectent leur environnement, comme dans les nouvelles Feunteun Santez Diboan ou Gwez, et ne supportent pas que leur pays soit souillé, pollué, au nom du progrès, de l'argent que peuvent certains se faire en détruisant l'équilibre fragile de la nature. D'autres, plus simples, prennent des chemins totalement inattendus, suite à des événements imprévus. Kristian Braz est aussi un voyageur et c'est un plaisir de le suivre dans le Berlin de l'époque de la Perestroïka, le Dulenn durant la période ravageuse et les bombes, ou encore sur une petite île grecque...

  • Kaour ar barzh, galeour

    Fulup Lannuzel

    • Al liamm
    • 21 Janvier 2021

    Le voilà donc jugé par le Tribunal Révolutionnaire de Brest, de sinistre réputation, et condamné au Bagne. Il y côtoiera d'autres forçats, notamment des chouans, anti-républicains convaincus, et qui ne pensent qu'à s'évader au plus vite.
    Entre Morlaix, Brest et Guerlesquin, Kaour est confronté à toutes les couches de la société : riches bourgeois, paysans qui se sont enrichis après la Révolution ou au contraire ont tout perdu, fonctionnaires à l'honnêteté parfois douteuse... chacun d'entre eux cherchant à tirer son épingle du jeu en cette période tourmentée.

  • Breton Koktel ar vuhez t.2

    Jil Penneg

    De nouveaux personnages font leur apparition, tels Jeremi ar Wern et Julia ar Berr, Roberto Pennsivi et Yann Morel. C'est l'occasion pour l'auteur d'explorer de nouveau, avec beaucoup de sensibilité, les méandres du coeur humain.
    Certains aimeraient une vie plus trépidante, d'autres une vie plus confortable, d'autres encore sont incapables de changer leur existence, quelque dépourvue de saveur qu'elle soit.

    Certains trouveront bien amers les aléas de leur parcours, tandis que d'autres poursuivront leur chemin sans encombre, quoiqu'il puisse leur arriver.

    Un eil koktel eus ar memes bleud hag an hini kentañ ? Tamm ebet ha pa vefe kavet ul lod bras eus an tudennoù a oa bet graet anaoudegezh ganto el levrenn gentañ.
    Tudennoù nevez a zeu war wel evel Jeremi ar Wern ha Julia ar Berr, Roberto Pennsivi ha Yann Morel. Plegoù ha displegoù kalon Mab ha Merc'h-den a zo lakaet war wel gant ampartiz ur wech c'hoazh gant an tudennoù nevez-mañ.
    Lod a garfe ren ur vuhez disheñvel, birvilh enni, lod all ur vuhez sasun, lod all avat n'int ket evit cheñch tra pe dra en o buhez ha pa vefe disaour a-grenn.
    Un tamm sall e vo ar soubenn evit lod ha re all a vo en o bleud forzh petra a c'hoarvezfe ganto.

  • Autre présentation : « E gwirionez ne c'heller lavaret ec'h anavezer mat ur gêr nemet pa vezer troad-ouzh-troad gant ar boblañs. Daremprediñ bemdez paour ha pinvidik, kozh ha yaouank, lart ha treut, bihan ha bras, kamm ha tort, fur ha foll, eno emañ ar gwir zalc'h, » eme Herve Gouedard er pennad-skrid kentañ a c'heller lenn en dastumad-mañ. A-drugarez da Herve Gouedard, baleer-bro kizidik hag aketus anezhañ, e c'hellomp kantreal un tamm e pep lec'h e Breizh, Sant-Brieg ha trowardroioù porzh al Lege evel-just, ha pelloc'hik Binig, Plerin, Porzhig, Sant-Ke, Beg-an-Arc'houest... War ar memes tro e reomp anaoudegezh gant tud a bep seurt, martoloded, barzhed, reuzeudien, tud vrudet evel Yann Gonan, Louis Guilloux, Jules Verne pe Turner ha kaout un tañva saourus eus istor hor bro dre e gantreadennoù niverus ha liesliv.

  • Breton Ar marc'h glas

    Collectif

    • Al liamm
    • 9 Novembre 2010

    "Lusket eo bet bugaleaj Gwenole gant an avel, ar glav ha gwrez an douar, met trenket eo ar soubenn e Kerango. Diwar neuze ez a Gwenole gant e dud hag e vreur Lan, etrezek kêr, an tier bras, bed ar skol, hini al labour, disachet ha nec'het gant ar bed-se. Kuitaet e vugaleaj disoursi gantañ, "hep hiraezh na keuz" e teu skiant dezhañ e-ser chom da ruzal war bankeier liorzh ar C'hastell-Ruz, e straedoù ker Vrest, pe ouzh taol ostaleri ar Rouzegan : poent eo dezhañ toullañ e hent er vuhez. Sekredoù buhez an dud deut, Jili ha Mathilde e dud, re Marsou an toer, gwir mignoniezh e vreur Lan, sioulder Treñvor, faltazi Marie-Anne... hag e veaj etrezek ur vro all." "L'enfance de Gwenole est rythmée par le vent, la pluie et la proximité de la terre. Mais la famille, ruinée, doit finalement quitter la ferme de Kerango et s'installer en ville. Gwenole y découvre la proximité du voisinage, l'école, le monde du travail. Il quitte son enfance insouciante sans regret et rentre dans l'âge adulte composé desecrets, ceux de Jili et Mathilde ses parents, ceux de Marsou le couvreur, d'amitié fraternel, de rencontre et de voyage. » "L'enfance de Gwenole est rythmée par le vent, la pluie et la proximité de la terre. Mais la famille, ruinée, doit finalement quitter la ferme de Kerango et s'installer en ville. Gwenole y découvre la proximité du voisinage, l'école, le monde du travail. Il quitte son enfance insouciante sans regret et rentre dans l'âge adulte composé desecrets, ceux de Jili et Mathilde ses parents, ceux de Marsou le couvreur, d'amitié fraternel, de rencontre et de voyage. »

  • Kan an douar

    Anjela Duval

    • Al liamm
    • 25 Juillet 2011

    Anjela Duval [1905-1981] - barzhez ha skrivagnerez a Vro-Dreger (ar C'houerc'had).Ul lid hag ur c'han heson da zouar he bro eo dastumad barzhonegoù barzhez Traoñ-an-Dour. He bro penn-kil-ha-troad eo a zeu war wel : an natur evel-just, an dud ivez, identelezh Breizh, al labour-douar, hec'h endro pemdeziek, na petra 'ta. He fluenn flour ha lemm lies gwezh a laka al lenner da dañva he c'harantez evit he zud, he yezh, hec'h endro a-bezh. Gant kizidigezh e tispak deomp an enkrez hag an nec'h o virviñ enni pa 'z eus anv eus amzer da zont he yezh hag he sevenadur ; kounnar a sav enni pa wel « Alouberien » o tistruj ar pezh a zo an tommañ d'he c'halon : he bro. Hor broudañ a ra Anjela Duval gant « Kan an Douar » da ganañ ganti Kan ar Garantez hag an Denelezh...

    Anjela Duval [1905-1981] - poétesse et écrivain du Trégor (Vieux-Marché).
    L'écrivain célèbre dans ce recueil la Terre de son pays. Son pays dans sa totalité: la nature bien sûr, mais aussi les gens, l'identité bretonne, l'agriculture sont autant de thèmes abordés ici.
    C'est avec une plume empreinte de douceur et de finesse que la poétesse-paysanne invite le lecteur à partager l'amour et la ferveur qu'elle porte à ses parents, à sa langue et à son pays. Mais en elle grondent aussi l'inquiétude et la révolte, sa plume dénonce alors les « Conquérants » qui détruisent ce qu'elle aime par-dessus tout : son pays.
    Anjela Duval nous invite avec « Kan an Douar » à chanter avec elle le Chant de l'Amour et de l'Humanité...

  • Breton Torrebenn !

    Yann Bijer

    • Al liamm
    • 25 Juillet 2011

    Yann Bijer, skrivagner ha konter brezhoneger a Vro-Vigouden.
    Er C'hab-Kaval emañ ar stourm o tiwan diwar atiz Youenn Kerdrañvad, an den fur bet manac'h, Laou ar Prad, ur paotr yaouank ha kalonek ha Cherm Bloñs, ur gwaz gwad tomm dindan e ivinoù. Hemañ hag a vez graet an Teodeg dioutañ, ne vo ket seizh daleetoc'h evit broudañ e genseurted.
    Brudet eo Emsavadeg ar Bonedoù Ruz e-touez ar Vretoned kar-obro ha garanet don an darvoudoù-se e memor an dud. Drailh a oa savet e kement korn ar vro pa oa aet faez ar bobl gant an taosoù a yae war greskiñ, ha hi gwall vreset gant ar paper-timbr hag an tailhoù diniver c'hoazh. Dav e oa talañ ouzh gwaskerien ar bobl ha taer e oa ret mont de'i.
    Diwar an irienn-se en deus savet Yann Bijer e romant ma laka tud pobl Vreizh war ar bazenn uhelañ.
    Skignet gant CoopBreizh - Katalog klok Al Liamm : www.brezhoneg.org - Yann Bijer, écrivain et conteur bretonnant du pays Bigouden.
    La révolte démarre, au Cap Caval, sous l'influence de Youenn Kerdrañvad, l'homme sage autrefois moine, Laou ar Prad, un jeune homme courageux, et Cherm Bloñs, l'homme au sang chaud. Celui-ci, surnommé an Teodeg, ne mettra pas longtemps à entraîner ses comparses.
    La Révolte des Bonnets Rouges qui a profondément marqué les mémoires reste de nos jours en Bretagne, un des événements historiques les plus populaires. De nombreux soulèvements ont eu lieu dans tout le pays quand le peuple n'acceptait plus les augmentations des taxes, du timbre et autres nombreux impôts. Il fallait sans plus attendre combattre ouvertement les oppresseurs du peuple.
    Dans ce roman minutieusement documenté, Yann Bijer met en lumière un épisode agité de la Bretagne et replace le peuple sur la plus haute marche de l'histoire.

  • Brestiz o vreskenn

    Yann Gerven

    Jili Gwilhosou vit à Brest. Il est conseiller en droit et détective privé.
    Depuis peu, Glaodina Pedel travaille avec lui. Et elle ne manque pas de travail: une collégienne en fugue à retrouver et à remettre dans le droit chemin, un notaire fatigué de sa femme part en bateau et ils doivent le retrouver. Mona Wegen, la femme du réputé chirurgien Amede Dilaser, a trouvé un amant pour occuper son temps libre, et le praticien jaloux, désire savoir qui est cet homme. Rien d'extraordinaire... pour un détective privé.
    Mais lorsque le corps sans vie du docteur Dilaser est retrouvé dans sa maison, Jili et Glaodina se retrouvent au beau milieu d'une affaire un peu plus trouble...

    E kêr Vrest emañ Jili Gwilhosou o labourat. Kuzulier war ar gwir eo hag enklasker a vicher.N'eus ket keid-all zo emañ Glaodina Pedel o labourat gantañ. Diouer a labour n'eus ket, se zo splann : ur skoliadez bet kuitaet he zud hag ar skolaj ganti a rankont adkavout ha lakaat war an hent mat en-dro, un noter aet skuizh gant e wreg hag ar vuhez diroll a skarzh kuit gant e vag dre lien a rankont klask. Mona Wegen, gwreg ar surjian brudet Amede Dilaser, he deus kavet un amourouz, evit abuziñ hec'h amzer hag ar surjian un tamm jalous memestra, a garfe gouzout piv an den-se. Ma, netra dreistordinal... evit un enklasker a vicher.Pa oa bet kavet an doktor Dilaser marv-mik en e di avat, e oa Jili ha Glaodina e kreizik-kreiz un afer un tamm mat luzietoc'h...

  • E Toronto, en deiz-hiziv, emañ Alexander MacDonald o weladenniñ e vreur henañ Calum.
    M'emañ bremañ Calum o vevañ e-kreiz ar vizer hag an alkoolegezh eo bet gwechall rener dispont klan MacDonald, ul lignez a besketaerien, koadourien ha mengleuzerien, evel e hendad Calum Ruadh, divroet et 1779 eus Bro-Skos evit kregiñ gant ur vuhez nevez e "Bro ar gwez", Cape Breton e Skos-Nevez.
    Evel ma ne vefe bet troc'h ebet a-hed an tri c'hantved tremenet e vo kaset-degaset al lenner eus straedoù Toronto da aodoù Cape Breton, eus Douaroù Uhel Bro-Skos betek mengleuzioù uraniom Ontario.
    Dreist an egor hag an amzer.
    Un istor a lealded eo ar romant-mañ : lealded ouzh an hêrezh, ouzh ar gouezeleg ma vez c'hoazh komzet ha kanet er vro, ouzh bed al labourerien, ouzh ar familh, forzh peseurt darvoud kriz a c'hoarvezfe : "Tev ar gwad, tanav an dour", a lavar atav ar vamm-gozh.

  • Emaomp er pervare milved.
    Emañ Bob Danteg ha Mike Skouarneg, gwellañ poliserien Polis an Egor, o leuriañ war Eda, planedenn an ed-du. O c'hefridi, kavout trafikerien a vez o werzhañ ed-du farlotet, un dismegañs vil graet da broduerien an ed-du ofisiel, aotreet gant ar Republik Veur hollc'halloudus.
    Gant skoazell efedus robotoù ha nanntud e ranko an daou boliser kantren dre an egor war roudoù ar blanedenn Udora - ma 'z eus anezhi - ha dispenn ar viltañsoù-se.

    Nous sommes au quatrième millénaire.
    Bob Danteg et Mike Skouarneg, les meilleurs agents de la Police de l'Espace, atterrissent sur Eda, la planète de blé noir. Leur mission, retrouver les trafiquants de blé noir frelaté, un affront aux producteurs de blé noir officiel, autorisé par la Grande République toute-puissante.
    Avec l'aide précieuse des robots et non-humains, les deux policiers devront voyager à travers l'espace, sur les traces de la planète Udora - si elle existe - afin de corriger cette vermine.

  • Divemor

    Pierre-Emmanuel Marais

    • Al liamm
    • 6 Novembre 2015

    Serriñ a ra e zaoulagad. ur raganv en deus. Netra ken.
    Na oad, na bro, na familh, na micher kennebeut, tamm memor ebet gantañ, nemet... nemet ur vizaj a dreuz e spered a-daol-trumm. Dremme ur vaouez eo, gwenn he c'hroc'he, treut anezhi.
    Un nebeud goulaouennoù a zo tro-dro dezh... Treiñ a ra ar skeudenn e spered Elouan a-raok steuziañ. Piv eo ar vaouez-se ? Prea 'ra ? N'oar ket Elouan ha diaes eo dezhañ chom war evezh abalamour d'al louzoùu en deus lonket...

empty